Dilennadegoù er c'humunioù bihanañ
Ar bloaz-mañ 'zo bet daou cheñchamant bras er c'humunioù bihanañ : kement a baotred hag a verc'hed a ranker kaout war al listennoù, memes-mod e-giz er c'humunioù brasoc'h, ha goude-se ne vez ket panachet ken (panachiñ = barrenniñ anvioù an dud ne faot ket deoc'h dibab war ul listenn). Pezh eo, e kalz kumunioù ar bloaz-mañ, ne vez ket kinniget 'met ul listenn d'an dud. D'ober petra mont da votiñ neuze pa ne vez ket da choaz ? Benjamin Bouard zo bet e kreiz ar vro oc'h en em gavout gant tri den, evit goulenn o soñj ganto diwar-benn ar votadeg-mañ : Nathalie, eus Plourac'h, Bernard, eus Gurunhuel hag Yvonne, eus Pluskeleg.